Mouchouer-godell

Mouchouer-godell e lin.
Mouchouer danvez. Anv an oberier a c'haller gwelout warnañ.
Maouez o kimiadiñ diouz he fried en daolenn Goodbye - On the Mersey gant James Tissot.

Ur mouchouer-godell, pe mouchouer (met mouchouerioù all zo), pe frilien, pe lien-fri, zo ur pezh danvez a vez gant an dud en ur c'hodell evit gallout c'hwezhañ pe torchañ o fri peurvuiañ.

Implijoù all zo d'ar mouchouerioù-godell: torchañ an tal pa vezer dour-c'hwez, ar gwad pa vezer o wadañ, an daeloù pa vezer o ouelañ, lakaat war ar penn pa vezer diskabell dindan an heol, ha da vare ar c'himiad.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search